10/25/2012

O klask war-lerc'h ar c'hae 9 ¾...

E miz Here 2011 e oan tremenet buan e Londrez. Evit tremen ar beurevezh a-raok tapout ar c'harr-nij en un doare digoust e oa deuet c'hoant din da vont betek ti-gar King's Cross da welet ar c'hae 9 ¾ a zo e levrioù Harry Potter.

En un doare anat ez on aet betek ar c'haeoù 9 ha 10 evel-just.
           
Ret eo bet din treuziñ an ti-gar, rak en diavaez emaint, a-geñver an tu ma oan-me deuet e-barzh.

Ur wech erruet dirak an tri c'hae ne oa doare ebet da dizhout anezho hep kaout un tiked tren. Dipitet e oan. A-raok gwelet ur skritell :

hag ur banell iskis.

Ur wech aet kuit eus al lodenn-se eus an ti-gar em eus gwelet ur gartennig  : e penn all an ti-gar penn-da-benn neuze ! Labourioù a oa tro-dro da garter an ti-gar ha hir eo bet ober an dro. Ne oa ket displijus avat peogwir e oa tro evel-se da welet un tamm ar straedoù tro-dro, hag an ti-gar « a-bell ». Ur wech tizhet al lec'h m'eo bet staliet ar c'hae e oa ur souezhadenn. Labourioù ivez el lec'h-se, a-gostez penn-da-benn ha lous-brein (dont a ra tud vezv da staotat aze diouzh an noz pe betra?). Tristik un tamm an traoù...



A-dostoc'h ne ra ket ken trist  hag ez eus tu evel-just da dapout skeudennoù droch oc'h ober vann da vont en tu-hont d'ar voger...

Spi 'm eus e vo staliet un tammig propoc'h ur wech echu gant al labourioù met ne'm eus ket keuz da vezañ bet o klask war-lerc'h ar c'hae, un droiad fentus eo bet daoust d'an disoc'h dipitus un tamm.

Gwenvred

skeudennoù gant Gwenvred hag Emmanuel Blanchard

1 commentaire: