10/25/2012

O klask war-lerc'h ar c'hae 9 ¾...

E miz Here 2011 e oan tremenet buan e Londrez. Evit tremen ar beurevezh a-raok tapout ar c'harr-nij en un doare digoust e oa deuet c'hoant din da vont betek ti-gar King's Cross da welet ar c'hae 9 ¾ a zo e levrioù Harry Potter.

En un doare anat ez on aet betek ar c'haeoù 9 ha 10 evel-just.
           
Ret eo bet din treuziñ an ti-gar, rak en diavaez emaint, a-geñver an tu ma oan-me deuet e-barzh.

Ur wech erruet dirak an tri c'hae ne oa doare ebet da dizhout anezho hep kaout un tiked tren. Dipitet e oan. A-raok gwelet ur skritell :

hag ur banell iskis.

Ur wech aet kuit eus al lodenn-se eus an ti-gar em eus gwelet ur gartennig  : e penn all an ti-gar penn-da-benn neuze ! Labourioù a oa tro-dro da garter an ti-gar ha hir eo bet ober an dro. Ne oa ket displijus avat peogwir e oa tro evel-se da welet un tamm ar straedoù tro-dro, hag an ti-gar « a-bell ». Ur wech tizhet al lec'h m'eo bet staliet ar c'hae e oa ur souezhadenn. Labourioù ivez el lec'h-se, a-gostez penn-da-benn ha lous-brein (dont a ra tud vezv da staotat aze diouzh an noz pe betra?). Tristik un tamm an traoù...



A-dostoc'h ne ra ket ken trist  hag ez eus tu evel-just da dapout skeudennoù droch oc'h ober vann da vont en tu-hont d'ar voger...

Spi 'm eus e vo staliet un tammig propoc'h ur wech echu gant al labourioù met ne'm eus ket keuz da vezañ bet o klask war-lerc'h ar c'hae, un droiad fentus eo bet daoust d'an disoc'h dipitus un tamm.

Gwenvred

skeudennoù gant Gwenvred hag Emmanuel Blanchard

10/23/2012

Pottermore

Petra ober ur wech echu gant ar rummad levrioù? Penaos kenderc'hel da vont reoliek betek Kerambreoù(1)? Un diskoulm a zo bet savet evit kaout muioc'h a b/Potter : Pottermore!

Krouidigezh

E miz Even 2011 e oa bet klevet komz evit ar wech kentañ eus “Pottermore”. Un doare horolaj a oa war al lec'hienn eskemm videoioù YouTube o tiskontañ an devezhioù... a-raok na vefe ur video gant J.K. Rowling o komz eus ar raktres d’an 23 a viz Even.
Pottermore a zo da zigentañ un embregerezh savet gant ar skrivagnerez saoz (evit gwerzhañ al levrioù niverel).
Ur raktres tro-dro d’al levrioù eo da c'houde: ul lec’hienn a ginnig lenn en-dro, dizoleiñ en-dro levrioù Harry Potter gant skridoù bet savet a-ratozh gant ar skrivagnerez ha na vezont kavet e neblec’h all ebet.
D’an 31 a viz Gouere 2011 (deiz-ha-bloaz J.K. Rowling ha Harry Potter) e oa bet lañset al lec’hienn en un doare serr : e-kerzh ur sizhun e oa ret diskoulmañ a bep seurt luziadelloù tro-dro da ved ar sorser. 1 milion a dud o deus bet ar gwir da lakaat o anv evit esaeañ a-raok ar re all ha reiñ o ali evit gwellaat al lec’hienn. Ar prantad arnod-se a oa sañset da badout betek miz Here, met dale a zo bet tapet un tamm.
D’ar 14 a viz Ebrel 2012 eo bet digoret al lec’hienn d’an holl.
Savet gant TH_NK ha perc'hennet gant Sony eo lec'hienn Pottermore. An tresadennoù/taolennoù a zo bet savet gant ar studio saoz Atomhawk Design, en deus bet labouret war kalzik a c’hoarioù video (Kinectimals, Enslaved, Dead Island, Driver San Francisco hag all).

Distreiñ da g/Kerambreoù



Enskrivet on war b/Pottermore gant dale un tamm, abalamour d'un diouer a amzer moarvat.
D'an 19 a viz Eost an hini ez on enskrivet. Hir eo un tamm an enskrivadur (gortoz ar postel kadarnaat dreist-holl).
Ur wech lañset an traoù e komprener e vo kant tra d'ober.
Kinniget e vez da gentañ « adlenn » al levr kentañ : gwelet lec'hioù (taolennoù) heverk eus pep chabistr  a-benn diskuilhañ traoù. J.K. Rowling a ginnig he sekredoù neuze : perak he deus dibabet anv pe anv, istor un dudenn a eil-renk, penaos eo deuet dezhi ur mennozh bennak hag all. Pep pajenn « sekred » evel-se a c'haller lakaat evezhiadennoù warno, kargañ tresadennoù da ziskouez d'ar re all hag all. Pep tra (tudenn, lec'h, chabistr, boued, tra) a c'haller lakaat evel « karetañ » a-benn adlenn ar pennadoù da c'houde.
Mont a reer tamm-ha-tamm war-raok evel-se, e doare ur c'hoari video  point 'n' click (2) un tamm :


Tu zo d’an nen dastum traoù a vo lakaet e-barzh e goufr (plant, kartoù ar ranned chokolad da zastum), prenañ an dafar evit mont d'ar skol e Diagon Alley, respont da goulennoù diwar e bersonelezh evit kaout ur wialenn-hud, ha goude-se bezañ lakaet en un ti gant an tog. D'ar mare-se e c'hall dastum poentoù evit e di, hag ur gwir gonkour a zo, er sal vras, evel el levrioù!
Goude-se ez eus kentelioù, ober diedoù-hud (aaaaah! Kollet em eus pasianted gant-se! Anat e vefen bet null e-pad kentelioù Snape!), implijout ar wialenn-hud...Div nozvezh (teir eur bep tro) am eus lakaet evit echuiñ al levr kentañ, tamm-pe-damm.
N'eo ket anat an traoù bepred met n'eo ket start kennebeut. N'on ket sur e servijfe pep tra d'un dra bennak nag e kendalc'hfen da c'hoari ur wech kavet an traoù met ret eo anzav ez eo plijus dizoleiñ  an traoù en-dro, ha kaout ar santad distreiñ da g/Kerambreoù ur wech ouzhpenn. Ur bern titouroù a zo memestra ha ne vefen ket souezhet e tistrofen da lenn pennadoù zo avat.
Brav-tre eo al lec'hienn ouzhpenn-se, gant un tamm aergelc'h son soutil (n'eo ket un drama ma ne lakait ket ar son kennebeut). Un toullad taolennoù el levr kentañ a ro un tañva eus al levrioù da selaou (e saozneg d'an nebeutañ).
D'an 18 a viz Gwengolo eo bet diskuilhet ul lodennig ouzhpenn eus an eil levr, just a-raok deiz-ha-bloaz Hermione! (19 a viz Gwengolo). Abaoe an 31 a viz Here e c'haller mont betek penn The Chamber of Secrets. Un tamm pasianted e vo ret kaout bremañ evit lenn/c'hoari gant ar re war-lerc'h 'm eus aon.

Harry Potter hag al levrioù niverel


E-kichen lec'hienn Pottermore ez eus ur stal ivez neuze. Ya, rak, ma soñjit mat ne oa doare ofisiel ebet da gavout levrioù Harry Potter e stumm niverel araok ar 27 a viz Meurzh tremen, p'eo digoret lec'hienn Pottermore Shop.
Fin eo bet J.K. Rowling. Ne oa ket ar gwirioù evit gwerzhañ al levrioù niverel gant embanner istorel al levr, Bloomsburry? Ma, kudenn ebet! Anat eo ez eo Pottermore an diskoulm a zo bet kavet ganti evit gwerzhañ he levrioù ha merañ an traoù hec'h unan pe dost.
Ha lakaet he deus da blegañ ramzed « kozh » : ar wech kentañ eo da Amazon ha da Barnes&Noble lakaat ul liamm diavaez a gas d'ur stal all war ho lec'hiennoù


Al levrioù a zo e stumm Epub, ar stumm a vez lennet gant an holl lennerezioù levrioù niverel met ar pezh a vez anvet watermark (filigrane e galleg) a zo warno : ur sinadur niverel na vez ket gwelet. Aes eo adkavout piv en deus prenet ar fichennaoueg diazez neuze. (Meur a wech he deus J.K. Rowling lâret pegen a-enep ar skouerennoù e-maez lezenn e oa hag abalamour da se ivez he deus gortozet ken pell a-raok kinnig al levrioù e stumm niverel).
War ar stal e kavfet an holl levrioù e stumm niverel da lenn ha/pe da selaou e meur a yezh : e galleg, saozneg (daou stumm : UK hag US), italianeg, spagnoleg, japaneg hag alamaneg.
E saozneg e vez kavet an daou-levr skol ivez.
Ur gont distag, Pottermore Shop a vo ret krouiñ (n'eus redi ebet da enskrivañ d'an eil evit implijout egile). Klok-tre e seblant bezañ gant meur a zoare da baeañ sur ha peadra da c'houzout penaos implij al levr hervez ho lennerez levrioù niverel pe ho lennerez mp3.

Chomlec'hioù evit gouzout hiroc'h :
- Lec’hienn Pottermore
- Stal Pottermore
- pajenn facebook ha kont twitter
- Pottermore Insider, ur blog a gas keloù war traoù nevez al lec'hienn.

Ma anv implijerez Pottermore a zo :  BronzeNox17110, ma fell deoc'h c'hoari ivez (ha ganin evel-just) !

Gwenvred

An titouroù evit sevel ar pennad zo bet kavet war lec’hienn Pottermore, wikipedia saozneg hag http://www.ecrans.fr/Quand-Harry-rencontre-l-ebook,14380.html
(1) Kerambreoù = Hogwarts, hervez troidigezh Mark Kerrain bet embannet gant Embannadurioù an Amzer, here 2012.
(2) point ‘n’ click : doare c’hoarioù video diazezet war an endro. Evit mont war-raok en istor eo ret klikañ war ar skramm : digeriñ un nor, kemer traoù, krouiñ un dra nevez adalek daou dra bet dastumet, komz gant an dud... Adalek ar bloavezhioù ‘80 ez eus eus seurt c’hoarioù. Skouer brudet : rummad Monkey Island.