Diwar-benn al loen

Ur wech e oa
Ur wech ne oa ket
Hag ur wech a oa bepred


Kevredigezh Ar Gripi a voe savet pa oa deuet an Hobbit er gouloù en hon yezh karet ha dirak an nebeud a lennegezh faltazi gouronel, faltazi skiantel, moliac'h, skrij ha kement zo. Deuet e oa ar soñj d'ur skipailhig tud yaouank sevel ur fanzin gouestlet da seurt lennegezh.
Nav niverenn zo bet eus ar fanzin ha tost da hanter-kant koumananter.

E-pad pell eo chomet morgousket. Setu-eñ dihunet en-dro.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire